loch-garman  
 
  Caladh na Carraige 29/03/2024 13 01 09 (UTC)
   
 
Caladh na Carraige (Ferrycarrig) a zo ur gêriadenn war gumun Na Crosa Beaga, tost-tre eus Loch Garman. Ul lec'h istorel eo gant he daou dour e pep tu eus ar pont. An hini karrezek zo bet savet e-pad ar bempvet kantvet evit kontrollañ ar bageal war stêr Sláine. An hini ront zo bet savet e 1858 hervez patrom re ar Grennamzer evit enoriñ soudarded ar c'hontelezh marv e-pad brezel Krimea. E memes lec'h oa gwechall ar c'hastell kentañ savet gant an Normaned e Iwerzhon goude o dilestradeg.

Irish Heritage Park zo bet digor e 1987 er c'hoad e-kichen. Kinnig a ra istor Iwerzhon eus ar ragistor betek ar Grennamzer. Evit pep amzer ez eus ur frankizenn gant savadurioù, evel ur crannóg evit an neolitik pe un drakkar evit an Normaned.



 
      

                   Ferrycarrig                                                Irish Heritage Park


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hiziv 2 visiteurs (7 hits) amañ!
Ce site web a été créé gratuitement avec Ma-page.fr. Tu veux aussi ton propre site web ?
S'inscrire gratuitement