loch-garman  
 
  Inis Córthaidh 19/04/2024 23 11 43 (UTC)
   
 
 
Unan eus ar gêr iwerzhonat koshañ eo Inis Córthaidh: krouet eo bet gant ar Gelted war glann stêr Sláine e fin ar bemvet kantvet. Ma kerzhit en he straedoù war ziribin na c'hwitit ket ar c'hastell (savet e 1205 gant an Normaned) hag an iliz-veur St. Aidan (graet gant maen eus Caen). Bep vloaz e miz Even ez eus "gouel ar sivi" a zo kenderc'het er vro.





Cnoc Fíodh na gCaor (brudet e saozneg evel "Vinegar Hill") zo ur menez a-us kêr Inis Córthaidh. Unan eus al lec'h brudetañ e istor Iwerzhon. E-pad dispac'h bras 1798 oa sichennet an Iwerzhoniz war ar menez goude o deus kemeret ar gêr. D'an 21 a viz Even oa kollet ar menez enep ar soudarded saoz. Kelc'hiet oa an Iwerzhoniz a laoske kalz a dud marv. Kollet e oa ar gêr hag an dispac'h oa dinerzh-tre evit kenderc'hel an emgann.
Ur mirdi, the National 1798 Visitor Centre, a zispleg mat-tre istor an dispac'h. Mirdi gwellañ Iwerzhon eo bet dilennet evit e ginnigoù modern.



 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hiziv 3 visiteurs (11 hits) amañ!
Ce site web a été créé gratuitement avec Ma-page.fr. Tu veux aussi ton propre site web ?
S'inscrire gratuitement