loch-garman  
 
  Istorioù 28/03/2024 14 02 11 (UTC)
   
 

PEMP ISTOR DIWAR-BENN PEMP DEN EUS KONTELEZH LOCH GARMAN...


   J. Barry        P. Delaney      J. Murphy    M. O'Hanrahan   N. Rackard

 
John BARRY (1745-1803)
Ofiser a vor. Ganet e Teach Coimseáin (Tacumshane), John Barry en deus kemeret perzh war vor e brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet e tu an Amerikaned enep ar Saozon. Goude ar brezel en deus kendalc'het da servij ar Stadoù-Unanet war vor hag e 1797 en deus bet anvet "Commodore" gant George Washington. Neuze e oa an ofiser a vor pouezusañ er vro: setu perak eo gwelet John Barry alies evel krouer an arme-vor amerikanat.


Pádraic DELANEY (1977)

Aktour. Eus Maigh Arnaí (Adamstown), Delaney a c'hoarie roll Teddy O'Sullivan e film "The wind that shakes the barley", ar Palme d'Or 2006 graet gant Ken Loach diwar-benn brezel dizalc'h Iwerzhon. Da c'houde en deus c'hoariet roll George Boleyn e stirad skinwel "The Tudors".


Father John MURPHY (1753-1798)
Ganet e-kichen Fearna, Murphy en deus studiet e Bro-Spagn evit dont da vezañ beleg. E 1785 e oa anvet evit servij en e gontelezh, e parrez Buaile Mhaodhóg (Boolavogue). E 1798 en deus deuet da vezañ unan eus renerien an dispac'h: e-pad emgannoù evel hini Oulart pe re Inis Córthaidh e oa e penn an "United Irishmen". Pa oa aet an dispac'h war vihanaat en deus heuliet ur strollad soudarded da gontelezh Ceatharlach. Goude un trec'h nevez en deus laosket ar strollad evit mont d'an Tulach pelec'h en deus kavet surentez e ti ur m
ignon dezhañ. Met kavet eo bet gant e enebourien: goude bezañ barnet ha boureviet, Murphy oa dibennet d'an daou a viz Even 1798. Ar ganaouenn "Boolavogue" zo bet savet diwar e benn hag e stourm.


Michael O'HANRAHAN (1877-1916)
Dispac'her. Ganet e Ros Mhic Thriúin, O'Hanrahan oa ur stourmer evit ar yezh iwerzhonat hag evit dizalc'h Iwerzhon gant ar Sinn Féin hag an Irish Republican Brotherhood. Ezel an Irish Volunteers abaoe 1913 O'Hanrahan en deus kemeret perzh e Emsavadeg Pask 1916 en ur aloubiñ uzin Jacob. Harzet gant an arme saoz, eñ zo bet fuzuilheret evel meur a zispac'her e toull-bac'h Cill Mhaighneann (Dulenn).
Ti-gar Loch Garman zo bet anvet hervez e anv hag ar pont war stêr Barrow en e gêr genidik.


Nicky RACKARD (1922-1976)
C'hoarier hurling, Rackard zo unan eus ar c'hoarierien wellañ e istor e sport. Rackard a c'hoarie evit skipailh Ráth an Iúir (Rathnure) ha dibabet eo bet e-pad c'hwezek bloaz gant skipailh kontelezh Loch Garman. Kabiten ar skipailh eo bet e 1955 ha 1956 pa eo aet ar maout gant Wexford e kampionad Iwerzhon etrekontelezhioù.



 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hiziv 1 visiteurs (2 hits) amañ!
Ce site web a été créé gratuitement avec Ma-page.fr. Tu veux aussi ton propre site web ?
S'inscrire gratuitement