loch-garman  
 
  Kinnig 19/04/2024 08 08 16 (UTC)
   
 


Kontelezh Loch Garman zo e kevred Iwerzhon. Daoust an niver a dud a zeu e Iwerzhon bep vloaz n'eus ket kalz a douristed a chom ennañ: ar muiañ a dreuj ar c'hontelezh eus
porzh Ros Láir d'ul lec'h all (Dulenn, Gaillimh...). Ouzhpenn-se n'eo ket gwall aes a-wechoù evit kavout keloù diwar e benn e levrioù pe war ar rouedad.
Anavezout a ran mat-tre "County Wexford" ha kavout a ran trist ez eus kement a dud a c'hwit e binvidigezh. Setu perak em eus bet ar soñj da sevel ul lec'hienn a ginnigfe an traoù da welout en ur tremen du-hont, eus tour-tan Hook Head betek lein Stua Laighean dre kreiz-kêr Inis Córthaidh...
Spi am eus e teskoc'h traoù nevez war al lec'hienn-se, ha marteze e roio deoc'h ar c'hoant da zizoleiñ evit gwir ur rann gevrinus met kaer-tre eus Iwerzhon...

 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hiziv 1 visiteurs (3 hits) amañ!
Ce site web a été créé gratuitement avec Ma-page.fr. Tu veux aussi ton propre site web ?
S'inscrire gratuitement