loch-garman  
 
  Loch Garman 20/08/2017 22 10 50 (UTC)
   
 



Loch Garman a zo kêr-benn ar c'hontelezh. Krouet eo bet tro-dro 800 gant ar Vikinged a rojont dezhi he anv saoz Wexford, a zeu eus an Norseg Veisafjǫrðr a dalv ar fjord fankek. An anv e iwerzhoneg a dalv "lenn Garman": Garman Garbh a vije ur paotr hag a zo bet beuziet e lec'hid genoù stêr Slaney gant ur gorriganez.
Ar Vikinged o deus tennet ar gêr betek 1169 hag ar seziz graet gant roue Laighean sikouret gant Normaned. Ar Saoz zo bet niverus e Loch Garman adal abalamour d'an hed betek o rouantelezh.
Dre ma oa ar gêr e tu Kengevread Cill Chainnigh en deus dibabet Cromwell da lakaat ar seziz dindan mogerioù Loch Garman e 1649. Kemer ar gêr -evel hini Droichead Átha- a echuas er gwad: entanet e voe ar gêr penn-da-benn hag ar muiañ eus an dud a oa o chom eno lazhet. Ger-stur ar gêr a zeu eus an darvoud-se: "per aquam et ignem" a dalv "dre an dour ha dre an tan".
E 1798 oa Wexford sichenn an dispac'h bras pa an Iwerzhoniz o deus klasket da gemer o frankiz en ur kemer skouer digant sonjoù an dispac'h gall. An dispac'herien a gemeras ar gêr e-pad ur miz en ur krouiñ Republik Loch Garman. Goude ur miz e plegjont enep an arme saoz a oa sikouret gant lealourien. Meur a emsaver a voe krouget war ar pont a-us ar stêr Slaney evit en em veñjiñ. Evit enoriñ soudarded an emsav-se e voe bet savet un delwenn hag a ziskouez ur Pikeman war ar Bull Ring (plas ar marc'had). Pikemen oa anvet ar beizanted a emgannas gant ur bik nemetken enep an arme saoz. O aberzh a zispleg o skeudenn a vez implijet alies evit bezañ evit ar c'hontelezh (da skouer evit ekuson ar skipailh sportoù gouezelek).
E-pad an ugentvet kantvet eo bet Loch Garman kentoc'h er-maez eus an emgann evit dieubiñ ar vro. Gweladennet eo bet ar gêr e 1922 gant Mícheál Ó Coileáin hag e 1963 gant John Fitzgerald Kennedy. Un ti-gar zo bet savet met ar porzh zo bet kollet: gant ar fank oa diaesoc'h diaesañ e implij hag erfin eo bet dibabet da zilechiañ ar c'henwerzh e Ros Láir. Kaeoù nevez zo bet savet e-pad ar bloavezhioù 1960 evit adreiñ buhez d'al lec'h. Un takad-bale bras ha plijus eo bremañ. E 2006 e oa 18.000 den a oa o chom eno.

 



E Loch Garman ez eus tu c'hoazh da welout roudennoù un istor gozh. Oyster Lane zo ur straed strizh savet gant ar Vikinged evit liammañ ar c'haeoù hag ar c'hreiz-kêr. E karter Westgate emañ "tour ar C'hornôg" en e sav e-kreiz ar ramparzh. E-touez ar savadurioù relijiel eo Selskar Abbey marteze an dedennusañ: savet war ul lec'h sakr kelt e-pad an daouzekvet kantvet, an iliz zo bet entanet gant Cromwell goude seziz ar gêr. Ar Bull Ring zo kreiz istorel ar gêr: plas ar marc'had abaoe kantvedoù, plas al lazhadennoù dindan Cromwell, ar plas ma oa bet plantet e 1798 gwezenn al librentez gant an emsaverien. 

.   
     Bull Ring                                               Selskar Abbey

Gouel an opera zo aozet bep vloaz e miz Gwengolo e kêr Loch Garman aboe 1951, e lec'hioù disheñvel met dreist-holl en Theatre Royal evit an arvestoù ar c'haerañ. Adsavet eo bet an Theatre e 2008 evit dont da vezañ Wexford Opera House. An ostaleri "Skyview Cafe", e lein an opera, a ro bremañ ar gwel gwellañ war ar gêr. 
 

 

 

 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
  Publicité
Hiziv 1 visiteurs (9 hits) amañ!
=> Veux-tu aussi créer une site gratuit ? Alors clique ici ! <=