loch-garman  
 
  Ros Mhic Thriúin 13/12/2017 01 01 44 (UTC)
   
 
Ros Mhic Thriúin zo bet krouet e-pad ar Grennamzer war stêr Barrow. Unan eus ar porzh brasañ oa neuze ar gêr a oa poblet gant trevadennerien saoz ha gembreat. Drezo oa bet savet ur voger tro-dro ar gêr enep Iwerzhoniz eus ar maez.
Un emgann bras zo bet kollet gant an Iwerzhoniz e-pad o dispac'h bras e miz Even 1798: gant 2,000 soudard marv e oa un taol diskoulm hag en deus lakaet an dispac'h war marvaat.
E-pad an 19vet kantvet hag an Naonegezh e oa ur porzh evit mont d'ar Stadoù-Unanet. Al lestr "Dunbrody" zo bet adgraet evit degemer ur mirdi war an disvroerezh: implijet oa bet al lestr-orin gant tad-kuñv John-Fitzgerald Kennedy evit mont da New York.
8,000 den a zo o chom eno bremañ.
Troidigezh he anv a vefe "Koad Mab Thriúin".


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
  Publicité
Hiziv 1 visiteurs (1 hits) amañ!
=> Veux-tu aussi créer une site gratuit ? Alors clique ici ! <=