Ros Mhic Thriúin zo bet krouet e-pad ar Grennamzer war stêr Barrow. Unan eus ar porzh brasañ oa neuze ar gêr a oa poblet gant trevadennerien saoz ha gembreat. Drezo oa bet savet ur voger tro-dro ar gêr enep Iwerzhoniz eus ar maez. Un emgann bras zo bet kollet gant an Iwerzhoniz e-pad o dispac'h bras e miz Even 1798: gant 2,000 soudard marv e oa un taol diskoulm hag en deus lakaet an dispac'h war marvaat.
E-pad an 19vet kantvet hag an Naonegezh e oa ur porzh evit mont d'ar Stadoù-Unanet. Al lestr "Dunbrody" zo bet adgraet evit degemer ur mirdi war an disvroerezh: implijet oa bet al lestr-orin gant tad-kuñv John-Fitzgerald Kennedy evit mont da New York.
8,000 den a zo o chom eno bremañ. Troidigezh he anv a vefe "Koad Mab Thriúin".