Carn tSóir a zo al lec'h ar c'hevredañ e Iwerzhon. E-pad ar bloavezhioù 1970 ez eus bet un emgann bras enep dibab an gouarnamant iwerzhonat da sevel e greizenn nukleel kentañ eno. Goude manifestadegoù gant sonadegoù bras eo bet laosket da viken ar raktresoù nukleel e Iwerzhon ha savet eo bet ur park rodoù-avel e Carn tSóir. Bremañ e vez prizet al lec'h gant ar bourmenerien ha gant ar skiantourien evit an niver a laboused eno.
En denvor ez eus redennoù eus ar re c'halloudek e Europa el lec'h a gej Mor Iwerzhon ha Mor Keltiek. E 1811 eo bet dibabet da sevel un tourtan war ur roc'h anvet Tuskar Rock seizh milmor eus an aod evit surentez ar bageal.