An Arboretum zo bet digor e 1968 e koun prezidant John F. Kennedy (e dad-kuñv a oa eus Dunganstown, e-kichen Ros Mhic Thriúin). War 252 hektar eo miret muioc'h a 4.500 seurt a gwez ha brousgwez ar bed dre 200 hollad-koad. Ul lenn zo e-kreiz ar park hag ivez "menez ar c'hoadoù" (Slieve Coillte, 271m) pelec'h ez eus ur gwel brav war maezioù c'hwec'h kontelezh.