loch-garman  
 
  Páirc Loch Garman 29/03/2024 05 05 23 (UTC)
   
 
 
Sportoù gouezelek zo bet lezennet e-pad an naontekvet kantvet gant ar GAA, ar Gevread Atletel Gouezelek. An daou sport brudetañ eo ar vell-droad gouezelek hag an hurling, c'hoariet abaoe ar Grezennamzer nemet eno. Bep vloaz ez eus ur c'hampionad (an All Ireland) etre kontelezhioù iwerzhonat evit bep an daou sport. Heuliet eo gant an holl Iwerzhoniz war ar skinwel pe er stadoù. Ar gourfenn zo c'hoariet e Dulenn e Páirc an Chrócaigh dirak muioc'h a 80.000 den.
Skipailh kontelezh Loch Garman a c'hoari e Páirc Loch Garman. 25.000 Wexfordad a c'hall mont en e barzh evit suportiñ o skipailh. Ar maout zo aet dija unnek gwech gant ar skipailh "mouk hag aour": pemp gwech evit ar vell-droad gouezelek ha c'hwech gwech evit an hurling.

 
               
 


 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hiziv 2 visiteurs (3 hits) amañ!
Ce site web a été créé gratuitement avec Ma-page.fr. Tu veux aussi ton propre site web ?
S'inscrire gratuitement